03 – Sovajed a-feson

La musique

En préparation !

 

Les paroles

Sovajed a-feson
(Gentils sauvages)

Ar an traezh ema Enora
Berr hec’h anal, prederiet
anezhi ema ar fru e foetal he dremm doc’h he zreid,
ar mor en e zichal a seblant
he c’has d’ar groc’h un taol reklom trumm ha setu he dornskrid d’ar pelloù.
Kerzhiñ a ra davet ar geol,
krenet-holl. Hañval ema ar rec’hier doc’h he saludiñ ha hi fediñ da zonet a-barzh.
Bec’h erwalc’h geti arriv get
an tornaod mand eo kaset ne vern get piv a-barzh ur groc’h divent é vonet pell er mor.
Kentañ penn ema sioulaet
he spered, neuze, ar magoarioù sklerijenn e tiveriñ anezhe a ra dezhi anavet…
Enora ne oar ket. Goueliñ a ra get ar levenez,
bamet anezhi…
Hag en un taol an diskar…
Ema en he sav, he daouividig en un durkez he divrec’h e brañskellat, ur revolver en
he dorn. Gweladennoù euzhus,
ha sioul an traoù…
Benn ar fin mamm Enora
ha dibouk ag un nivlenn.
Doc’hti, ur c’hrouadur
nevez ganet, gronnet a beuc’h hag a habaskted.
O-daou ha daet en arbenn dezhi.
En un taol setu marc’hizion e tibouk.
Unan anezhe, e gleñv e postal getoñ en amzer,
daet ha troc’het kouzoug ar voez, ha kroget e blev
ar c’hrouadur kent suniñ e wad.
Ar sovajed ha fardet àr ar voez divuhez, he gwallet. Enora a faothe erwalc’h dezhi gober un dra bennak evit he mamm he breurig. Badaouet eo,
strinkiñ a ra ar gwad arnezhi. Unan ag ar sovajed ha distroiñ daveti. Braouac’h d’e
vraventez, liv ar vadelezh hag an habaskted zo arnezhoñ. Esae a ra lenn en he
daoulagad, kaeret un minc’hoarzh getoñ. Enora
bezivet-holl, n’hell ket sevel he brec’h na tenniñ get he revolver a gouezh ag he dorn. Diaes eo geti em hersal get ar ponner mand eo he c’horf.
Seul gwezh ma tistro anezhi.
Ema ar sovaj doc’hti. Eñ ha kroget enni en un taol. Get ur minc’hoarzh frank rogiñ a ra a dammoù get e zent korf Enora. Daroù ruz zo en he daoulagad,
skrijiñ a ra get ar boan, get ur barrad poan e kouezh he ziv vrec’h àr he zreid.
Ema ar sovaj doc’hti, kuñv e zremm un herrad.
Ha eñ ha roget he c’hof.
Teuzet en deus he spered, edan samm ar boan.
Sellet a ra doc’h ar marv e astenn e zorn arnezhi.

Comments are closed.