09 – Enora ha Maël

La musique

En préparation !

 

Les paroles

Enora ha Maël
(Enora et Maël)

Marvailhoù pe korf he c’harantez ?
Setu Enora lamet ag ar gêr
Da glazh davet he eil lodenn
Setu hi en he unan e kêr e vonet dre ar straedoù
beuzet eo he spered da safar amspis ar bouezhioù
Splann eo dezhi penaos e rank
kavet an drouiz kozh en-dro,
Hennezh a ouio penn d’he eneñv.
Daet Enora ha skoet àr e zor
Gwir pe gaou : setu Mael a dal dezhi.
Ur bam d’e zremm. Aet Enora, diskredus anezhi ha
touchet he hunez get penn he biziad,
Flouriñ a ra kroc’henn an den
kaer he doa karet àr an traezh.
Pennvaodet eo Mael, degemeret
eo Enora getoñ stal ur prizonour
a vehe bet em gavet en-dro e-kreiz e di.
Ag ur sorc’henn emant diskennet o-daou.
Enora hag em stardiñ doc’h Mael.
Skañvig aet henhenn ha goulenn pardon

Comments are closed.