01 – Selaou

La musique

En préparation !

 

Les paroles

Selaou…
(Écoute…)

(Enora)
Me zo-me Enora,
Divalav eo mam buhez…

(Den kozh)
Selaou…
Skrivet eo war an dornskrid
Penaos pep tra a c’hell bout
Rannet hag unanet war un dro.
Seul liesoc’h a livioù,
Seul liesoc’h a blijadur,
Seul nebeutoc’h a feulz,
Seul vui a habaskted.
Setu kelenn ar bed
Pep tra zo ma bihanig,
Betek an dianav, betek an dianav.

(Enora)
Livoù an amzer-dremenet a welan,
Ez on en hiraezh d’ an amzer da zonet,
Nend on ket e lec’h erbet.
An trezol a zo etre man daouarn
Na piv a lavaro din a beban e ta ?
Ur ouiziegezh daet ag an henamzer.
Den kozh lavar din hep distro,
Pezh a ouian dija.
An trezol a zo etre man daouarn
Na piv a lavaro din a beban e ta ?
Ur ouziegezh daet ag an henamzer.
M’ha klev den kozh
Kaeret eo ar gerioù genis.
Ro an alc’hwez din, diskouez an hent din.
Ha furnezh a gemerin genis.

(Den kozh)
Selaou ma bihanig,
Evit bourriñ eus ar vuhez,
A yaouank da gozh
Ez eo ret dit dizoloiñ ar bed.

(Enora)
Trawalc’h a vo ha selaou
Evit ma vleuñvo mam buhez.
Den kozh, gouiet a ran bremañ
Petra eo bout…

(Den kozh)
Selaou ma bihanig,
N’eo ket trawalc’h,
Ret eo dit kavout skiant-prenet,
Arnodiñ, tañvat traoù nevez…
Ha dreist holl o beviñ a gorf…
Selaou ma bihanig…
Selaou ma bihanig…

Comments are closed.